Drouizelezh

Gwellaat ar pennad-mañ a vo ret a-raok ma vo gallet lavarout ez eo ur pennad a live holloueziadurel, ken e-keñver danvez, ken e-keñver brezhoneg.
Ma fell deoc'h reiñ hoc'h ali, resisaat petra zo da wellaat, grit e pajenn ar gaozeadenn.

  • Pa vo bet graet ar gwellaennoù e vo ret dilemel ar patrom-mañ.
Drouiz Meur Breizh Gwenc'hlan Le Scouëzec asambles gant Archdrouiz Kembre ha Barzhez Veur Kernow o lidañ 100vet deiz-ha Goursez Vreizh, e Hañveg (1999).

Drouizelezh, a-wezhoù drouizouriezh, anvet nevezdrouiselezh peurvuiañ e bed ar skol-veur, a zo anezhañ ur redenn vennozhioù, pe vreudeuriezhel pe relijiel, - an daou asamblez moarvat; - evit ma vo staliet ar gendoniezh, hag an doujañs e-kenver ar bed naturel. Betek gwareziñ an endro hag ar boudoù e c’hell bezañ astennet ar savboent-se. Sevel liammoù gant ar bed naturel a ya da lakkaat an berzhidi da dostaat ouzh temzioù-spered ar relijionoù pagan kozh, hini an drouized a voe pennadurezhioù speredel ar Gelted kozh da gentañ-holl. Darnvuiañ an drouizelezh a denn d'ar baganiezh hag a nac'h ar relijionoù all, met e-doug an daou gantved kentañ (XVIIIvet ha XIXvet) e embanne an dalc'hidi bezañ kristenien ha drouized asambles. N’eus ket anv eus an drouizelezh a-raok an XVIIIvet kantved, e Londrez hag en em kinnig muioc'h evel ul luskad sevenadurel hag, a wezhoù, keltiegour.
Azaouez ha bri e-keñver an Natur eo pennaennoù kreis an drouizelezh hag diouto e teu an tech evit kemer perzh e luskad an trevvaouriezh. Gwelet e vez ivez drouized an amzer-mañ o azaoueziñ an Hendadoù, ar re a oa o vevañ en amzerioù ragistorel, da gentañ.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search